Kroget eo ar 5vet Log fest e Plañvour kostez an Oriant.
Al « log » e saozneg a zo plankennoù surfiñ hir mod hengounel, él ar re a veze implijet 50 pe 60 vlez zo. Ar re-se a zo lakaet àr wel e-pad 4 devezh, met ouzhpenn surf a zo er gouel.
Tekmao, Loeiza ha Koulma, Eris, An Tec’h, Dorian Sorriaux, Kiss kiss love, pe c’hoazh Black boys on moped a sonay evit plijadur ho tiskouarn ! Dre vras e vo sonerezh stil punk, rock, ha psikedelek, met pas hepken. Ar programm klok a zo da gaouit dre Instagram ha dre Facebook al Log fest.
Bemnoz e vo ar monet-tre el Log fest priz dieub e sal ar Grugellig. Un dachenn a vo evit parkañ, met ret eo gouiet ne vo ket a dachenn gampiñ !
Antoun Cabon a zo barzh ar skipailh aozañ. Aterset get Aodren Trehin.